Brezhoneg

Other names
Spoken in ... Brittany
Number of speakers 206.000 speakers in 2007 & 340.000 who can understand the language
Legal status No official status
Source(s) Ofis Publik ar Brezhoneg / Public Board for the Breton Language

Short explanation about the history For more information (other web sites)

See

www.ofis-bzh.org

http://www.bretagne.fr

Ar brezhoneg : ur yezh keltiek

Ar brezhoneg, ar yezh keltiek nemeti komzet war an douar-bras
Evel ar yezhoù romanek ha germanek ez eus yezhoù indezeuropek eus ar yezhoù keltiek.
Komzet e vezont hiziv an deiz en Iwerzhon, Skos, Enez-Vanav, Kembre, Kernev-Veur ha Breizh. An div yezh tostañ d’ar brezhoneg eo ar c’herneveureg hag ar c’hembraeg met ar brezhoneg eo ar yezh keltiek nemeti komzet war ar c'hevandir. Ar yezhoù keltiek, hag ar brezhoneg peurgetket, zo kar d’ar galianeg, aet da get bremañ.

Ar yezhoù keltiek hiziv an deiz
Ar yezhoù keltiek hiziv an deiz

Komz a reer alies eus peder rannyezh ar brezhoneg : kerneveg, leoneg, tregerieg ha gwenedeg. Klotañ a ra ar rannadur-se gant pevar eskopti kozh Breizh-Izel. War an dachenn avat n’eus ket a droc’h krenn etre ar rannyezhoù a virfe ouzh an dud a en em gompren. Gant harp ar skolioù, ar mediaoù hag al lennegezh vrezhonek, ez eus deuet ur brezhoneg standart war wel, levezonet mui pe vui gant rannyezh pe rannyezh. Hiziv e oar an holl yezherien dindan 40 vloaz lenn ha skrivañ ha mat-tre en em gomprenont.

 

Ar brezhoneg, ur yezh dibar
Ur gwir yezh eo ar brezhoneg gant he ferzhioù dezhi hec’h-unan e-keñver yezhadur, ereadur hag ar c’heriaoueg… Gwevn-kenañ eo stumm ar frazennoù da skouer, dre ma lakaer atav an elfenn gelaouiñ bouezusañ er penn-kentañ.

An divroadegoù eus Kernev-Veur, Devnon ha Kembre e deroù ar Grennamzer
An divroadegoù eus Kernev-Veur, Devnon ha Kembre e deroù ar Grennamzer

Ar Vretoned o tiazezañ e Breizh

 

Ar brezhoneg, ur yezh deuet eus Enez Vreizh

Gant ar pobloù kelt o tiazezañ en Arvorig adalek ar Vvet kantved a-raok J.K. e teu o yezh : ar galianeg. Bev e chomo ar yezh er vro betek dibenn impalaeriezh Roma. Met d’ar mare-hont e oa bet romanekaet mat Breizh dija.
Ar Vretoned o kuitaat Kembre, Devnon ha Kernev-Veur eo zo o vont da adkeltiekaat Arvorig. E deroù ar Grennamzer e treuz Mor Breizh ur bern Bretoned hag e tiazezont da vat el ledenez a zeu da vezañ Breizh diwar neuze.

Penn-da-benn e vo kemmet ar vro gant an dud nevez-erruet. Anvioù-lec’h a bep seurt a zo test a gement-se : plou (parrez) : Plougastell-Daoulaz, gwik (kreiz ar barrez) : Gwimilio, lann (peniti, manati) : Lannuon, tre (lec’h annezet ha gounezet, karter, trev) : Trevendel, lez : Lesneven, bod : Bodsorc’hel…

Bevennoù ar brezhoneg en IXvet, XVIvet hag e deroù an XXvet
Bevennoù ar brezhoneg en IXvet, XVIvet hag e deroù an XXvet

An tre goude al lanv
E barr he nerzh e oa Stad Breizh en IXvet kantved. Ul lodenn eus Normandi hag eus Anjev zo aloubet gant ar Vretoned. Er reter e vo staliet kêr-benn ar rouantelezh, en un takad ma ne glever ket kalz a vrezhoneg. War romanekaat ez a an dud uhel. Tamm-ha-tamm e kil ar brezhoneg war-du ar c’hornôg hag e teu teir zachenn war wel evit ar yezh.
Er reter pellañ, Brittania Romana, ma n’eus ket kalz a Vretoned ha ma’z aio buan ar brezhoneg da get.
En tu kornôg d’ul linenn Sant-Brieg/Sant-Nazer, Brittania Celtica, ma vo trec’h ar brezhoneg.
E-kreiz, an takad kemmesk, ma kaver brezhoneg ha galleg mesk-ha-mesk ha ma teuio ar yezh romanek da vezañ trec’h, a-benn ar fin.

Stabilaat a raio ar vevenn yezh er XVIvet kantved war ul linenn norzh-su a ya dre vras eus Sant-Brieg da Sant-Nazer. N’eo ket ken splann-se ar vevenn-se hiziv an deiz : galleg standart zo en implij e pep lec’h ha sellet e vez ouzh ar brezhoneg evel ouzh un elfenn vreizhadelezh talvoudekaus evit an holl Vretoned.

Ur yezh virvidik

Ar brezhoneg evel yezh kelenn
Meur a wech, adal an XIXvet kantved, e voe klasket lakaat ar Stad da gemer e kont c’hoant ar bobl e vefe kelennet ar brezhoneg er skolioù. A-enep e savas an Deskadurezh Stad bep tro. O welet kement-se e voe savet ar skolioù Diwan, skolioù zo ar brezhoneg o yezh kelenn pennañ, gant tud skolidi. E 1977 e oa bet digoret ar skol gentañ. Da heul berzh ar skolioù-se e voe digoret klasoù divyezhek en deskadurezh publik (1982) ha prevez (1991).
E distro-skol 2009 e oa bet tizhet 13.000 bugel skoliataet e brezhoneg, en ur gontañ an holl hentadoù (Diwan, publik, prevez). Diorren an hentadoù divyezhek eo unan eus palioù kentañ politikerezh yezh ar C’huzul-rannvro.
A-hend-all e oa e-tro 15.000 skoliad oc’h heuliañ kentelioù brezhoneg e 1999.

 

 

Un dra ouzhpenn evit kavout labour
Berzh bras a ra ivez ar c’hentelioù hag ar stajoù evit an dud deuet heuliet gant e-tro 5.000 a dud. Abaoe un nebeud bloavezhioù e sikour gouzout brezhoneg evit kavout labour. Ouzhpenn 1.200 post-labour zo liammet ouzh ar brezhoneg bremañ, en deskadurezh, er mediaoù, e bed ar c’hevredigezhioù, e gennad ar servijoù, er strollegezhioù lec’hel…

Ar brezhoneg, yezh an XXIvet kantved
Strollegezhioù lec’hel niverus a gas war-raok programmoù divyezhekaat ar pezh zo en o dalc’h. E blas a gav ar brezhoneg war tachennoù nevez evel ar c’henwerzh, ar mediaoù, ar bruderezh, an urzhiataerezh, ar bankoù ivez…
Ofis Publik ar Brezhoneg, gant e goulzad Ya d’ar brezhoneg, a dalvoudeka hag a ro lañs d’an oberoù-se, ken er gennad kenwerzhel, ken er strollegezhioù lec’hel. Aet eo ar brezhoneg war-raok war dachenn an teknologiezhioù nevez ivez : ar 1añ yezh keltiek war Wikipedia eo, troet eo bet ar meziantoù OpenOffice, Skype, Mozilla FireFox ha Thunderbird...

Ur c’hemm er speredoù
War zigreskiñ ez a c’hoazh an niver a vrezhonegerien evit ar mare. Niverusoc’h-niverusañ eo ar re yaouank gouest da vrezhonegañ avat, a-drugarez da gresk ingal an niver a hentadoù divyezhek.War dachennoù all evel an dañs, ar c’hoariva pe ar c’han e vez adkavet ar yaouankiz hag ar birvilh sevenadurel-se. A-du gant ar brezhoneg emañ an darn vrasañ eus an dud ha graet e vez gantañ muioc’h-mui er vuhez foran. Abaoe 2010 hag evit ar wezh kentañ en istor en deus ar brezhoneg un aozadur publik kefridiet da lakaat e pleustr ar politikerezh yezh a vez fiziet ennañ gant e izili (Stad, rannvro, departamantoù) : Ofis Publik ar Brezhoneg.

 

Loading
www.santiagolanguages.com
www.santiagolanguages.com
Sprachen und Sprachpolitik entlang des Jakobsweges, Romanisches Seminar der CAU zu Kiel: 28.05.2013
Sprachen und Sprachpolitik entlang des Jakobsweges, Romanisches Seminar der CAU zu Kiel: 28.05.2013
EUROPA AUF DEN JAKOBSWEGEN            KIEL, LANDESHAUS: 22. 11. – 19. 12. 2011 | CENTRE CULTUREL FRANÇAIS, KIEL: 24.01. - 24.02.2012
EUROPA AUF DEN JAKOBSWEGEN KIEL, LANDESHAUS: 22. 11. – 19. 12. 2011 | CENTRE CULTUREL FRANÇAIS, KIEL: 24.01. - 24.02.2012
Congress Santiago (21./22.10.2011)
Congress Santiago (21./22.10.2011)